Mairie Plourivo

Glas - Plourivo

Ar savadurioù relijiel

Kement a bouez zo e-barzh hon bro gant ar savadurioù relijiel evel gant ar savadurioù publik, pa vez graet anv eus ar bilajennoù. Uheloc’h e vezont alïes evit an tiez tro-war-dro ha gant-se eo ar re-se a sach ar selloù da gentañ. Eus a bell-tre e vez gwelet tour dishañval iliz-parrouz Plourivoù. Evite da vezañ bihanoc’h e veze savet chapelioù en pep bilajenn vras. Betek seizh chapel zo bet e-barzh hon c’humun. Ne chom nemet teir dioute en deiz hidiv ; gouelioù ha festoù a bep seurt a vez aozet en-dro dezhe.

Iliz Sant Pêr

Ur savadur bihan toet gant soul a oa eus an iliz-parrouz e-barzh ar bourk ( 1695). Soñjal a reas d’ar c’hoñsailh-kumun, er bloaz 1829, penaos e oa an iliz-se en stad ken fall ma oa ret adsevel anezhi. N’eo nemet er bloaz 1862 e oa bet kemeret an diviz da vat.

Diskaret e oa bet an iliz kozh d’ar 6 a viz Kerdu 1863 ha gant ar paotr yaouank Louis Armez, ijinour ar minoù anezhañ, a oa bet kaset al labourioù d’ober ar savadur a anavomp bremañ. Er bloaz 1869 e oa bet achuet ha koustet e oa 89 340 a lurioù d’ar foñcherien.

Kontrefed d’an ilizoù bet savet er memes koulz e-barzh ar parrouzioù tro-war-dro, n’eo ket bet beget ar c’hloc’hdi. Ne vije ket bet moaien da vegañ an tour evel ar re all
abalamour d’un andon hag a dremene dre dindan en e gichen.
Treoù eus an iliz kozh a vez gwelet e-barzh an hini nevez: daou gorf en o gourvez eus ar XV vet kantved, ur gador-sarmon kaer-bominapl, ul letrin, hag ur maen-font en oniks. Un daolenn livet gant Alphonse-François Le Hénaff eus ar Werc’hez, Sant Dominig ha Santez Katell Sienna zo e-barzh ivez.

Chapel Sant Ambroaz

Ha hi savet e-barzh bilajenn Kerlev, chapel Sant Ambroaz zo eus fin an XIX vet kantved. Teir skeudenn gozh hag ur stern-aoter a weler enni.

Gwechall e veze brudet ar feunteun e-barzh ar c’hloz evit an dour fresk ha boull diouti, mat da bareañ kleñvejoù an daoulagad.

Dont a rae ar gwragez yaouank da lakaat o bugale vihan dindan askell ar sant, a oa ur skeudenn dioutañ e-barzh ar c’hustod.

Chapel Sant Yann en Penc’hoad

Eus ar xvi vet kantved eo ar savadur bet kempennet en xix vet kantved. D’ar familh roquel eus ar vourc’h-wenn e oa bet pa oa bet prenet ganti ar gwiriou stag ouzh ar chapel digant ar familh rohan-guemene. koulskoude, ar maen-ardamez, bet adimplijet e-barzh ar voger-benn, zo eus ar familh ruffault ha plusquellec de boiriou, aotronez kerhuel er xv vet kantved. diskouen a ra ul lizher-gwerzh penaos e oa kalz brasoc’h ar chapel evit na ‘c’h eo bremañ. En dïavaez e oa bet laosket ar c’hav dindani, pa oa bet adsavet. met n’eus ket bet nemeur a cheñchamant abaoe penn-kentañ an xx vet kantved.

Chapel Lañserv

A-us traoñienn an trev emañ. eus an xiivet kantved eo an tammoù koshañ eus ar savadur. adkempennet eo bet penn-da-benn a-hed ar c’hantvejoù, ha war ar chapel zo un tour hag a denn ar stumm anezhañ da hini kloc’hdioù-mogerioù bro-dreger.

Beziet e oa bet kont Labenne ( 1845-1882), ul laeradenn da Napoleon III, hag e vab Georges, marvet en Pempoull er bloaz 1884, e-barzh ar chapel-mañ. Prenet e oa bet al lec’h gant e wreg da lakaat douarañ e den hag he mab war an ton bras. Gant an holl dud eus ar vro bet tomm ouzh an impalaeriezh e oa bet lidet an obidoù kaer-se, a oa bet graet « distro al ludu » dioute gant ar gazetennerien.

Bet gwerzhet er bloaz 1958 evel rivinoù, e oa bet tennet ar gael diouzh bez ar gonted Labenne, ar maen a-us d’ar porched hag ur groaz hag a zo bremañ e-barzh bered Logivi.

Gant tud a youl vat e oa boulc’het ar c’hempenn anezhi er bloaz 1959. Un doenn ha
prenestroù nevez a oa bet lakaet d’ar chapel er bloaz 1965. Retornet eo da Lañserv skeudenn an Intron Varia, goude bezañ chomet e-barzh an iliz-parrouz. Buhez e vez kaset en-dro d’ar savadur en deiz hidiv, gras d’ar gevredigezh « Mignoned Chapel Lañserv » a vez aozet ganti gouelioù da serriñ peadra da delc’hen ar chapel en stad vat.

Ar c’hroazioù eus an Amzer-Grenn

E-barzh en Plourivou zo kroaziou anavet-mat eus an amzer-grenn ( xii-xiii vet kantved) : mojennou a bep seurt zo stag oute. hini ebet eus ar c’hroaziou-se avat n’emañ el lec’h ma oa bet gwintet da gentañ.

E-kichen ar chapel nevez (n’eus ken diouti hidiv) e oa ur groaz gant enskrivadur ; ha hi renket war roll ar monumañchou istorel d’ar 6 a viz mae 1911, e oa bet kaset, a-benn neuze, da gichen an iliz-parrouz ha gwintet ouzh dor ar vered. e miz gouere 1981, avat, e oa bet distaget war urzh ar maer ha kaset e-barzh ar c’hloz war hent alan varvek.En bord un hent-karr e oa kroaz Sant Ouarn a-raok bezañ lakaet, ha hi badezet « kroaz Alan Varvek » er bloaz 1906, e-barzh ar c’hloz zo war an hent ar memes anv dezhañ. Lakaet e oa bet he anv war adrenabl ar monumañchoù istorel d’ar 5 a viz C’hwevrer 1927.
Dilojet e oa bet div groaz all hag a oa e-barzh bered kozh Lañserv : an eil da Blaeraneg da gichen Maner Kertanouarn, el lec’h m’emañ c’hoazh, hag eben da Vriad ma oa bet degaset aleshont er bloaz 2002, da vezañ adwintet dirak chapel Lañserv, gras da labour Mignoned Chapel Lañserv.

Ar milinoù

Brav eo bet dalc’hmat sevel milinoù e-barzh en Plourivoù, gant an amzer a vez, gant uhelez an douaroù ha gant an dourioù a-leizh a red dre ar vro. N’eus ket bet a vilin-vor e-barzh ar gumun, avat, goude ma vije bet moaien d’ober. Savet e oa bet pemzek milin memes tra, mes ne chom hogozik hini ebet dioute. Betek pemp milin-avel zo bet dre amañ. Ne chom ket roudoù dioute, koulz lâret. Ingalet-mat e oant war ar barrouz, e-barzh ar bilajennoù-mañ : Lañserv, Penc’hoad, ar Rukle, Kastell Aofred, Bien Acquis. Merket eo war kadastr 1831 pelec’h e oa milin Lañserv, hini ar Rukle ( kouezhet en he foull adalek 1930 hag aet da veinañ un hent ) ha hini Bien Acquis, mes ne chom seurt ebet diouti da welet.

War tachenn ar gumun e veze nav milin-dour o valañ. war ruzelenn an du e oa hini koad friti ha hini traou du. ouzhpenn 500 m uheloc’h eviti e oa biez milin traou du. e-kreiz ar c’hoad e chom mein c’hoazh el lec’h ma oa milin koad friti. gwelet e vez c’hoazh ar chaoser torret diouti un tamm uheloc’h.

Ar milinoù nemete a vez gwelet c’hoazh en deiz hidiv eo milin Meubri ha milin ar Pontez. War al Leñv emaint. Goude bezañ talet ouzh cheñchamañchoù bras 1914, o doa dalc’het da valañ betek ar bloaz 1950 evit an eil, ha betek ar bloazioù ’70 evit eben. Ne valont ket ken bremañ ha deut int da vezañ tiez kaer leun a dudi.

An hent

Treuzet eo ar gumun gant an hent etre pontrev ha pempoull ( un astenn eus un hent roman kozh). ur roudour hag un treizh a oa en frinaoudour. Deut e oa an treizh dindan ar stad e-pad an dispac’h bras, ha lakaet en gwerzh goude-se. adalek ar bloaz 1840 e oa aet ar stal da stalig pa oad en sell da sevel ur pont war ar stêr. Mont a reas ar stalig da vann ebet tamm-ha-tamm pa oa bet savet pont an hent-houarn er bloaz 1893.

Digoret e oa bet an hent-houarn etre gwengamp ha pempoull d’an 10 a viz eost 1894 gant ar soñj da reiñ lañs d’an ekonomiezh. louis armez hag an ijinour harel de la noë a oa daou eus ar re o doa empentet ha kaset ar gefridi-se da benn. dont a ra darn eus ar mein bet aet d’ober ar pont eus ur c’hastell-difenn kozh hag a oa war ar beg-douar-se eus kemper-gwezhenneg, etre an div ster.

Talvout a ra ar ger “frinaoudour” kement ha fri an daou dour, dre ma oa war kember an trev hag al leñv. Nevesaet e oa bet linenn hent-houarn gwengamp-pempoull er bloaz 2007. Daoust ma oa bet kaoz e-pad ul lajad da lemen an tri diskenn war goulenn e-barzh en plourivoù, e oant bet miret o-zri a-benn ar fin, pezh zo un dra vat evit aezetaat monedonea an dud.