Mont e-barzh
Lec'hienne ofisiel kumun Plourivo¨

Dizoleiñ Plourivoù: kinnig berr-ha-berr


Plasenn ar bourk
Donemad e Plourivoù. Hon c'humun, hedet gant ar stêr-Trev en tu kornôg diouti hag ar stêr-Leñv er su zo dezhi un istor kozh daou vil bloaz, enni tud brudet a-leizh a vez kavet c'hoazh o roudenn e-barzh anvoù-lec'hioù zo; chapelioù, plasennoù, gwazhioù aogañ lin pe e Lanserv kroazioù unvaen   eus an Amzer-Grenn.
Kroaz Amzer-Grenn
Ar pezh a zedenn ar muiañ an douristed en deiz hidiv eo koadoù Penc'hoad-Lanserv, 1200 devezh arat dezhe. Da Virva an Arvor eo al lec'h naturel-se war ribl an Trev; gant kumun Plourivoù, avat,  e vez meret al lec'h dre hanterouriezh Ti an Aber,  zo anezhañ ur maner bet adkempennet e-kreiz ar c'hoadoù.
Hent etrezek ar c'hoadou
Gallout a rit mont da vale enne, dizoleiñ ar plantoù hag al loened, en un diwall avat. Diskouezhadegoù hag oberioù a bep seurt a vez kinniget gant tud Ti an Aber. Un tren evit an douristed «  Marc'h-du an Trev » ac'h a  hed-ha-hed gant ar c'hoadoù. Gallout a rit mont war lec'hienn Ofis an Douristed "Pempoull-Gwelloù" evit gouzout hiroc'h c'hoazh diwar-benn ar c'horn-bro-mañ.
Pont Frinoudour


Afficher Tourisme sur une carte plus grande